Au mois de mars, les MS-GS bilingues ont travaillé sur l’album « Ar Yar Vihan Ruz ».
Après l’apprentissage du vocabulaire (personnages, actions), ils ont fait un travail sur l’accentuation et l’intonation.
Ce travail de mise en voix a été enregistré et vous est présenté ici sous forme de vidéo.
« Ur wech e oa en un ti-feurm 4 mignon.
Ur pemoc’h, un houad, ur c’hazh, hag ur yar vihan ruz.
Tri foñsin he doa ar yar vihan ruz.
O tiskrabañ ar porzh he doa ar yar vihan ruz pa gavas greunennoù gwinizh.
Hag hi da vont da gerc’hat he 3 mignon ha da c’houlenn ganto
Piv a sikouro ac’hanon hadañ ar greunennoù ?
Ne rin ket
Na me kennebeut
Na me kennebeut all
Me a raio va unan neuze
Pa voe savet ar gwinizh ha savet mat e c’houlennas ar yar vihan ruz
Piv a sikouro ac’hanon falc’hañ ar gwinizh ?
Ne rin ket
Na me kennebeut
Na me kennebeut all
Me a raio va unan neuze
Pa voe falc’het ar gwinizh ha kaset gant ar garigell e c’houlennas ar yar vihan ruz
Piv a sikouro ac’hanon dornañ ar gwinizh ?
Ne rin ket
Na me kennebeut
Na me kennebeut all
Me a raio va unan neuze
Pa voe dornet ar gwinizh e c’houlennas ar yar vihan ruz
Piv a sikouro ac’hanon malañ ar gwinizh ?
Ne rin ket
Na me kennebeut
Na me kennebeut all
Me a raio va unan neuze
Pa voe malet ar gwinizh e c’houlennas ar yar vihan ruz
Piv a sikouro ac’hanon alijañ ar bara ?
Ne rin ket
Na me kennebeut
Na me kennebeut all
Me a raio va unan neuze
Hag ar yar vihan ruz da boazhañ ar bara er forn
Pa voe poazhet ar bara e c’houlennas ar yar vihan ruz
Piv a sikouro ac’hanon debriñ ar bara ?
Me, Me, Me !!!
Ne rit ket. Me ha va foñsined a zebro ar bara
Deuit amañ va foñsined, deuit da zebriñ bara !!! »